Divroidi : Sarret eo CAO Kerlaz
Sarret zo bet ur CAO e kichen Douarnenez ar miz-mañ. Ar C'hreizennoù Degemer ha Heñchañ evel ma c'hellfe bez troet he anv e brezhoneg, a oa bet krouet e 2016 un tammig e pep lec'h e bro C'hall. Ar pal da neuze a voe degemer divroidi junglenn Kale pa voe bet skarzhet. O chom en tier-mañ vez kavet divroidi o c'hortoz e vefe asantet dezho goulenn bod er vro, pe c'hoaz divroidi dublinet, da lâret eo gant riskl bezañ kaset da vro Itali en dro, ha d'o bro a orin da heul. E Penn ar Bed e voe 5 CAO. An diviz a zo bet bet kemeret gant ar prefeti da serriñ hini Kerlaz e kichen Douarnenez , en abeg ma oa un dispign argant re vraz. Marc'hadmatoc'h eo merañ ar PRAHDA, digorret en un hostel F1 e Kemper, lec'h ma 'z eo bet adstaliet ar baotred. Un digresk braz a live buhez eo evito. Preget vez deus ar PRAHDA evel deus ul lec'h ma vez berniet an divroidi da c'hortoz e vefent skarzhet deus bro C'hall. Annaig Ruyffelaert a roe kentelioù galleg dezho bep sizhun e Kerlaz a ziskriv stad an traoù.