Chom a raio stanket Skol Veur Roazhon 2
En un emvod meur hir dec'h zo bet divizet gant studierien ar Skol Veur Lennegel da zec'hel sarret ar c'hentelioù. O fal a zo er mod-se da stourmiñ gwelloc'h enep lezenn ORE ar gouarnamant war ar sistem Parcoursup. Etre 3000 ha 5000 den a oa en em strollet dec'h neuze war borzh kampus Villejean, ha nebeut a dud en o zouezh o c'houlenn ma vefe digorret ar skol-veur en dro. Kavet he deus Tunvezh Wlagen-Grandjean ur studier a oa eno, hag en eus diskrivet dezhi penaos 'n eus ar stourm en em lakaet e plas e Roazhon.