en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Liv an Amzer

Liv an Amzer

Hiriv e vo adkavet Jo Morvan ha Daniel Carre, de heuliañ istoer Loeiz Herrieu, paotr kaset a-hed ar brezel braz pell ag e familh. Skrivet en doe bep suhun d'he vuiañ karet, ha prizius kenañ eo an testemoni hiriv an deiz, ohpenn kant vlez 'zo. Ar suhun paseet e oe bet kaozeet ag ar c'houzk, kenderc'hel 'ra an eskemm get Daniel Carre, klevet e vo ar peurrest, ha ni 'yay ivez de glevout petra 'choarveze àr ar linenn gentañ pe oe ret pe get mont e-biou, Ar benn me glin e skrivañ deoc'h a zo e-penn kentañ an abadenn. Ha petra 'nem guzh ar dreñv an anv Loeiz ? Setu ar reskont get Serj Bozeg, Ar dreñv ar gerioù, ur gronikenn de glevout da 22' en enrolladenn a-us. Fulub Kere, rener DAO - Deskiñ d'An Oadourien a zo o labourat àr ur raktres nevez : graet e vo kentelioù dre videoioù lakaet ar an internet. BEV, setu anv ar raktres, argantaouet e vo get ar redadeg. Fulup Kere doc'h mikro Laetitia Fitamant, adal 31' Pereg em lak an dud de vazailhal ? Ar reskont da 38' get Morgane Bramoullé, 2 vutunenn evit komprenn. Tonioù : - Loened Fall, ar c'hogig bihan - De La Soul, It ain't all good feat. Chaka Khan - Panda Dub, Unknown Attack

Liv an amzer

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio