en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Liv an Amzer

Liv an Amzer

Krogiñ a ra an nevez-hañv get kalz a vanifestadegoù. Manfestiñ, petra eo an arouez-sen hiriv an deiz ? Setu Damp 'Soñj, get Christophe Guilloux, de selaou da 10'30 en enrolladenn a-us. Hiriv e tistroimp un tamm àr istoer bro frañs. Perag ez eus bet anavezet ar roueed èl roueed mat pe roueed fall ? Hrevez ar choazioù istorel, ar re feulstrañ hag o doe gounezet meur a zachenn a oe ar re wellañ. Da 21' Darbet eo d'ar Gachoubed disparisañ. Ar bobl-mañ a zo o chom en-dro da gêr GdaDsk, e hanternoz Bro-Bolonia. E 2014 en doa en em zisklêriet "kachoub" un 200 000 den bennak. Kronikenn Benjamn Bouard da 27' Ur levr nevez 'zo e paouezh bout embannet. Skrivet eo get tugdual Kalvez, arbennigour àr anvioù lec'h Gwened. « Découvrons vannes, ses hauts lieux et noms de lieux. » an anv. Ar c'herioù a anavezomp hiriv an deiz a zo evit lod vrasañ anezhe, lec'hioù talvoudus evit mab-den diboe ur prantad hir kenañ, miliadoù a bleiadoù alies 'wal. Hag an istor tro-dro dezhe a c'hell bezañ luzhiet un tammig. Er sevenadur galloudusañ (hini bro Frañs hiriv an deiz e Breizh) ne vez ket komzet kalz ag ar gelted er levrioù-skol. Ar soñj pennañ a zo o deus ar c'hallaoued gwrizioù latin. padal e ouiomp evit Breizh eo un tammig luzhietoc'h evit se. "Gwened", n'eus ket bet an anv-sen a viskoazh. Muioc'h a zisplegadennoù get Tugdual Kalvez, doc'h mikro Yaelle ar mouel, adal 39' Ur blantenn hiriv, lan a galite interesus evit mab-den, desach a ra ar gwenan, selaouomp piv eo ar velaouenn wenn, get Patrig Drean, e-penn kentañ an abadenn. Tonioù: - Gonzalez, Overnight - Lhasa de Sela, Para el fin del mundo - The 5th Element, Diva's Opera - C2c, Arcades

Liv an amzer

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio