en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Liv an Amzer

Liv an Amzer

Daou ezel klub waveski Douarnenez a zo bet dibabet evit kemer perzh e skipailh Frañs ar blez-mañ. Disadorn paseet oe bet ur c'hampionad er Sables d'Olonne get gwellañ waveskierien ar vro. Lâret a rec'h ag ar sport-se eo ur meskaj etre surf ha kayak. Evit mont àr ar gwagennoù aze e vezer korzezet ha staget d'ar blankenn surf, ha mont 'rit àr raog en ur roeñviñ. Noé ar Veil, ag klub Douarnenez, a zo bet dibabet evit mont da gampionad bedel 2018 e rummad ar re yaouank. Displeget en deus un tamm petra eo ar sport-sen doc'h mikro Tunvezh Wloeguen-Grandjean. An atersadenn a zo adal 35' àr an enrolladenn a-us. Kendalc'homp get Liv an Amzer, ha selaouerion d'ar mare 'mañ e vez klevet kalz komz a mae 68, hanter-kant vlez oe aet àr raok ar gevredigezh, araokadennoù sevenadurel braz kenañ 'zo bet graet, ha ne oe ket hep feulz ur seurt met benn ar fin ez eus bet araokadennoù. Ha pe weler penaos emañ stad an traoù bremañ, em c'houlennamp dostoc'h ma vo ag ur prantad elsen benn nebeut. Ar pezh a vez kinniget deoc'h hiriv eo dizoloiñ ur film, embannet ar blez paseet, Botoù-Koad dre dan, lez 'ran Yann-Klaod Ar Ruyet laret hirroc'h en e gronikenn Sinema, de selaou da 25' Ar suhun paseet hi doe kanet un tonig ghospel, er rubrikenn « kanit ar pezh a garit ». Levenez, plac'h o chom e Roehon a zo kustumm de ganañ get he familh e meur a yeh. De selaou da 16' Tonioù : - Oum, Nia (Dasson an ton, e penn kentañ an abadenn) - Kaïffa, Laridé 8 temps - Didier Super, l'armée de terre recrute - Georges Moustaki, Sans la nommer - Jack Johnson, You and your Heart - Menguy/Bérenguer, The forgotten Jig

Liv an amzer

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio