en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Liv an Amzer

Liv an Amzer

Unan a lenn, an hani arall a zielfenn, hiriv e vo klevet ar lizher skrivet get Loeiz Herrieu d'an 3 a viz eost 1917, pell doc'h ar gêr. Lakaet ez eus bet ar gaoz àr ar boued, ar c'hleñvedoù, ar lizherioù, ar post da vare ar brezel bras, hiriv e vo komzet ag ar c'houzk evit ar soudarded. Poent eo adkavout Jo Morvan ha Daniel Carre, de selaou e penn kentañ an abadenn. Un diforzh braz ez eus etre Armel, hag armel. Damp de gouied hirroc'h, get Serj Bozeg, Ar dreñv ar gerioù, selaouit da 24' Adal ar Gwener 27 a viz Ebrel betek ar Sul 29 e vo dalc'het ur staj en Enez Vaz gant KEAV. Pal ar staj 'vo sikour ar familhoù da gaozeal brezhoneg etreze. Sophie Pochet a vuhezo ar staj a zo ganeomp ouzh mikro Morgane Bramoullé. Adal 33' Ma faotoc'h kemer perzh, lakait hoc'h anv a-raok fin ar sizhun en ur vont e darempred gant Jean Jacque Bihan : kenurzhier@keav.bzh Petra a c'hoarvezh er c'horf pa ever re ? Poent e vo kemer div vunutenn de gomprenn ar pep pouezhusañ 'zo de c'houied a-zivout ar poan vlev, get Morgane Bramoullé, de selaou e fin an abadenn. Tonioù : - Eleonore Fourniau, Keklik Gibi Kanad m Suzmedin - Saodaj, Pokor Ler - Now we are free (B.O. Gladiator) - Denez Prigent, Lisa Gerrard, Gortoz a ran - Titom, Balafen Noz

Liv an amzer

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio