Krismenn a rap e brezhoneg.
Anavet eo Christophe Ar Menn evit soniñ kan ha diskan er festoù noz. Kemeret noa perzh iwez er c'hetañ Kreiz Breizh Akademi, meur a vlez 'zo. Setu bremañ ouzhpenn ur blez ma neus krouet un arvest e-unan. Met get meur a venveg memes tra. Kendalc'h a ra da ganiñ a ra met en ur feson rap. Disadorn e oa àr leurenn vras an espace Marine e Emvod ar Gelted, en Oriant. Displeget neus hiroc'h da Yaelle ar Mouel àr e arvest.