en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Gwened : ul levr war he anvioù lec'h

Gwened : ul levr war he anvioù lec'h

Ur levr a-ziàr anvioù lec'h Gwened a zo bet skrivet get Tugdual Kalvez. Setu frouezh ur labour hir evit tolpiñ er mem skrid ar studiadennoù a oa bet graet get tud dishenval a-ziàr kêr Gwened, èl Herve Bihan pe Turiaw ar Menteg dre skwer. Kavet e vo neuze displegadennoù 170 anv lec'h e Gwened. Èl « Beg ar Yar », « Konlev », « Kelliskoed » pe « Ar waremm ». Ouzhpenn displegadennoù da-genver an anvioù lec'h a zo. Dibabet en deus an istorour un nebeut lec'hioù a-bouez da lakaat àr-wel dre gêr Gwened. Selaouamp doc'h Tugdual Kalvez é kontiñ deomp hiroc'h a-ziàr an anvioù a zo bet roet da ger Gwened a-hed ar c'hantvleadoù, èl « Darioritum ». Doc'h mikro Yaelle ar Mouel.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio