Liv an Amzer
Loeiz Herrieu, paotr ag Breizh, a zo bet kaset d'ober brezel e 1914. Chomet eo du-sen a-hed ar brezel, n'eo distroet d'ar gêr e 1918 hepken. E-pad ar prantad-sen en deus bet tro de gas ur bochad lizherioù d'e wreg Loeiza, 2 pe 3 bep suhun. Ar lizhiri prizius a zo bet gwarnet ha dielfennet get Daniel Carre. Lennet 'vez unan bep suhun, get Jo Morvan, un eskemm a vez ar lec'h de gomprenn muioc'h petra 'zo c'hoarvezet d'ar mare-sen. Setu ar gronikenn Ar benn men glin e skrivan deoc'h, (de selaou e penn kentañ an abadenn).
Fabienne Lavigne a zo levraouegerez e Poullan, daet eo de reiñ un taol sklerijenn d'un atalier kinniget bep eil yaou: un atalier da zeskiñ gober get binvioù demokratel graet evit an urzhiataerez. Ar pal a zo em zizober doc'h monopol mistri ar bed (Bill Gates hag all), ha bout gwir mestr ho urzhiataer. (An atersadenn a zo de selaou adal 29' àr an enrolladenn a-us).
Ar-dreñv ar Gerioù : kendalc'hamp an droiad anvioù tud get Jezekel ! Ur gronikenn kinniget get Serj Bozeg (21')
Ag e-men e ta an avel ?! Kemeramp 2 Vutunenn evit komprenn, (pe 4 vunutenn zoken), get Morgane Bramoullé ha Tunvezh Wloeguen ag Radio Kerne, e fin an abadenn.
Tonioù :
- Massive Attack, Teardrop
- Nâtah Big Band, Route 35
- Gweltaz Adeux, Mil den
- Selah Sue, Reason