Liv an Amzer
Ur sizhun a chom de dapout 30 000 sinadur : Ar Minority Safepack a zo ur benveg demokratel de rediañ ar C'homision European de gemer e kont ar pobloù minorelet.
An intrudu keodedel-se, Minority Safepack, a rank tapout 1 million sinadur en Europa a-bezh evit bout lennet get ar C'homission European. Yaelle Ar Mouel a zo aet de c'houzout hirroc'h get un ezel ag Aita, an atersadenn a zo de selaou adal 28' en enrolladenn a-us.
Setu ar liamm de lakaat ho sinadur: http://www.minority-safepack.eu/
(ma faotoc'h kavout ur yezh all eget ar galleg, klikit er c'horn a zehou/a-us e glaz "EN")
Loig a zo anavezet evit bout un anv breizhad, met pas hepken. Gouiamp hirroc'h get Serj Bozeg, Ar dreñv ar gerioù (25')
Kendalc'hamp ivez get lizherioù Loeiz Herrieu, lennet get Jo Morvan ha dielfennet get Daniel Carre, ar goulenn-mañ 'zo bet savet: penaos gober pa vezer klañv, àr ar linenn gentañ? Ar reskont a zo de gavout en ur selaou penn kentañ an abadenn!
Savet eo ar gevredigezh evit an dehouidi, an dud a implij muioc'h o dorn dehou. Ne vehe nemet 10% ag oblañs ar bed a zo gleizad. Muioc'h a zisplegadennoù get Morgane Bramoullé (36')
Tonioù:
- Hamon Martin Quintet, De Bazouges à la Hollande
- Blues Brothers, Shake your tail feather