Charles Doux evit kendalc'h.
Ar c'hinnig degaset gant Charles Doux 'zo bet degemeret gant lez-varn koñvers Kemper dec'h. Ar gwir 'no Doux da gendalc'h gant an oberiantiz, dreist-holl evit ar yer kaset er broioù estren, betek an 9 a viz Here. Da lâret eo e chomo an embregerezh dindan evezh ar varnerien. Met tout an oberiantis troet war zu ar yer fresk 'zo dibennfreuzet. Betek an 10 a viz Eost e c'hello forzh peseurt embregerezh ober kinnigoù evit prenañ al lodenn-se eus Doux. Etre 1500 ha 1800 den a c'hellfe koll o labour a-benn nebeut neuze. Gilbert Gleonec, a labour evit ar CGT, 'zo dipitet bras. Diouzh mikro Anne Gouerou.