mont war-vor e Plistin
An hañv zo ha ret 'walc'h kavout didu evit an holl, koulz ar re vihan hag ar re vras war o amzer vak. Un dra a vez tik an dud gantañ e Breizh, hag a vez klask warnañ, eo ar bageal dre lien. E Plistin zo ur greizenn bageal a ginnig stajoù 'hed ar bloaz, hag e brezhoneg ivez 'vez kaset an abadenn. Ouzhpenn-se zo chañs evit ar bloaz dre ma n'eus ket a vezhin glas koulz lâret, war un draezhenn brudet-kaer evit se koulskoude. Riwanon Kallag zo stummerez eno, lâret 'ra deomp penaos e tremen an hañvezh. Gant Tugdual Karluer.