en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Tud war o leve er straedoù.

Tud war o leve er straedoù.

Ar mintin-mañ zo bet manifestet gant tud war o leve, diwar galv an holl sindikadoù. An abeg dre vraz a oa da lakad war wel e ya o live buhez war zigreskiñ. Ar bloaz-mañ ouzhpenn, dibaoe miz Genver, zo bet kresket dezho an taosoù o deus da baeañ. Politikerezh ekonomikel Emmanuel Macron 'n eus kaset anezho da baeañ 1,7 poent muioc'h a CSG, pe an « taos sokial hollekaet ». E plas en em strollañ er prefetioù, pe en iz-prefetier, zo bet gwelet manifestadegoù zoken kêrioù krenn. E Pempoull zo bet 100 den da skouer, e Konk hag e Gwenned e oant 500, 1000 e Kemper pe e Montourlez, 2000 e Brest, 2200 e Roazhon, ha betek 2500 en Oriant, hervez ar gazetenn Ouest Frañs. Herve, deus Groñvel, a zo skolaer war e leve. Bet voe da vanifestiñ e Kemper, ha displegiñ a ra deus mikro Tunvezh Wlagen-Grandjean perag.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio