Nevez amzer ar Varzhed 'vo 'benn disadorn un tamm pep lec'h 'ba Frañs
E kreiz Breizh 'vo savet e Lokarn. Aozet eo an dra 'benn degas digarez d'ar re a vez plijet gant ar varzhoniezh d'en em vodañ da glevet ha da lâret barzhonegoù, rakkar 'vo digor al leurenn. Digor d'an dud ha d'o yezhoù d'o heul, peneogwir 'vo brezhoneg, galleg, saozneg ha galleg kozh zo kaeroc'h. Marie Helene Morvan a gemer perzh en degouezh e Lokarn, asambles gant strollad Kallag, strollad c'hoariva. Displegadennoù ganti. deus mikro Yann Ber Gwiader en RKB.