Liv an Amzer
Stourmerion 'zo er vro a-enep d'ar c'honterioù Linky.
Ar c'honterioù tredan nevez, gwer sklaer o liv.
Rebechet e vez dreist-holl d'ar c'honterioù nevez-sen bout ur benveg de ziwall doc'h an dud ha bout e dost ag o buhez prevez, ha dañjerus e c'hell bout ivez evit ar yec'hed.
Staliet e vez ar chonterioù e pep lec'h hep goulenn o ali d'an dud pe d'an tiez kêr diboe 2 vlez dija. Ha mont a ra Enedis àr-raok. E fin ar bleiad 2017 e voe bet staliet 7 milion deuzouto gant an ti da zasparzhañ an tredan.
Ha tro Gemperiz eo bremañ da vout staliet dezho gleustoù Linky. Tud Kemper neuze a zo o sevel ur strollad da c'houzout ar mod da vont enep Linky. Emvodoù foran a vo c'hoaz. Marc Perrot a zo er strollad « Robin des Toits » Tregon. Aterset eo bet get Tunvezh Wloagen-Grandjean, ag Radio Kerne. (de selaou adal 30' en enrolladenn)
E pep lec'h e vez kavet doérioù ag an SNCF. Linennoù a vo diskaret, padal ez eus bet savet nevez 'zo un hent-tizh founnabl tre etre Roehon ha Pariz. Peseurt servij publik eo an dra-sen hiriv an deiz ? Setu soñj Christophe Guilloux, er gronikenn Damp 'Soñj (13')
Kozh eo ar liamm e vez etre de skouer ar brehoneg hag ar c'hembraeg, ker a benn ar fin ar vretoned o deus fichet un tamm memestra, met ar memes orin o deus. Ha pereg eo anavezet ar vikinged evit o feulster ? Peogwir n'eo ket bet skrivet an istoer gete. Met benn ar fin, a holl 'rae ar memestra. (24')
Krogiñ a ra an abadenn Liv an Amzer get ur blantenn lan a galite, interesus evit mab-den, desach a ra ar gwenan, selaouomp piv eo ar velaouenn wenn, get Patrig Drean er gronikenn Planten ha Plantenn (2'30)
Tonioù :
- Ronan Le Bars Group, Dérobée de Guingamp
- David Pasquet Group, Loudia Td
- Trio EDF, La solution
- Tracy Chapman, Fast Car