Liv an Amzer
Tri film-berr faltazi e brezhoneg 'zo skignet ar mare- mañ e salioù sinema ar vro.
Ar mor atav, Kakahuet ha Petra 'zo de c'hortoz oent bet sevenet get Emmanuel Roy, An atersadenn get Anna Lincoln ag Kalanna Production, aterset get Laetitia Fitamant (zo de selaou adal 30'30)
Ar gronikenn Ar benn me glin e skrivan deoc'h a zo kinniget get Daniel Carre, eñ a zielfenn lizherioù Loeiz Herrieu, paotr ag ar vro bet kaset d'an talbenn a-hed ar brezel braz. Ha Jo Morvan 'ni eo, a lenn an traoù bet skrivet get Loeiz. Ar wech 'mañ e vo komzet ag ar psikiatri, ha petra 'veze graet get ar soudarded, kollet o fenn gete (9'30)
Ar dreñv ar gêr « balan » get Serj Bozeg (23'30)
Stankadennoù àr an hentoù ? 2 vunutenn evit komprenn, get Morgane Bramoullé ag Radio Kerne (42'30)
Tonioù :
- Kristen Nikolaz, Dienez
- Talec/Noguet, Konkour Speied
- Le Pinc/Normand, Hanterdro Klamm