Ar maner Kernevez-Jakelot da zijolein e Kistinid.
Etre parrez Melrand ha Kistinid emañ lec'hiet ar savadur. Ur maner savet kaer neus anavet momentoù talvoudus evit istoer Vreizh. Neoazh n'eo ket anavet kement-se get an dud, re ag ar c'hornad zoken. Setu ma oa daet e soñj ar berchennez nevez hag lod tud sevel ar gevredigezh Renaissance Jakelot evit brudiñ ar maner ha lakaat buhez en-dro ennoñ. A-hed an hañv e vo digor neuze. Ur salons levrioù zo savet hag diskwezet oberennoù Claude Huart, un engraver koad. Marie-Françoise Perron, zo perzh er gevredigezh Renaissance Jakelot. Displeget deus hiroc'h da Yaëlle ar Mouel.