Skolajidi trede klas Diwan 'ba kroashent ar micherioù 'ba Karaez
Dec'h 'oa kroashent ar micherioù e Karaez. Digarez 'oa da skolajidi en trede klas e Diwan d'ober anaoudegezh gant a-bep sort micherioù 'ta, e brezhoneg, en ur vont e darempred gant tud a-vicher. Bet 'oa Tunvezh WG war blas, ha hi kejet deus ur skolajiadez yaouank, Fanny Guessoum-Kemener, e Skolaj Gwiseni.