en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Ul lazh-ti kooperativel er Pont ?

Ul lazh-ti kooperativel er Pont ?

E Pontekroez vo produet kig lec'hel hag a galite a-benn un nebeut mizhioù ac'hann. Setu da nebeutañ ar pezh emañ an ADAPOC o lakat e plas. Ar gevredigezha zo evit ma vo digorret en dro lazh-ti kornôg Kerne. Sarret voe bet abatouar Toulbroen, dalc'het gant ar strollegezhioù lec'hel, e miz meurzh tremenet. Dimeurzh voe un emvod e Koñforzh evit d'an ADAPOC kinnig e raktres d'an dud. Ha berzh o deus graet : ur 100 den bennaket a oa deuet da kaout keloù, labourerien-douar evel just, mez ivez keginerien, treusfeurmourien, pe c'hoaz tud kontant da zebriñ kig ar vro. Jean deus Beuzeg ar C'hab, a zo labourer-douar war e leve. E verc'h he deus dalc'het 16 deus e saout. Evit ar saverien loened evelti, bihan pe vihanoc'h, o chom er C'hab, er vro Vigouden pe e bro Douarnenez, n'eo ket aes dibaoe m'eo sarret lazh-ti ar Pont.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio