Liv an Amzer
Setu ar pezh a gaver en abadenn Liv an Amzer :
Hiriv e vo klevet ur strollad nevez flamm, Noon an hani eo ! 5 paotr de gas tonioù dibar get urzhiataer evit ar sonereh elektro ha 4 binioù, ar pemp aneze a zo e c'hoari e bagad Melinerion Gwened. Ha darempredet em eus get Aymeric Bevan, pa oent e ginnig o raktres nevez er festival Zef et Mer e Guer. Displeget en deus din ag e-men e ta ar soñjoù-sen (de selaou da 1')
Hag ur soner dic'hortoz a vo klevet e Dasson An Ton. Ur roker dous, ur paotr paradoksal, kinniget get Izan Belz (9'30)
Istoer kevandir Europa a zo anavezet mat a-wal, kozh, ha pounner e c'hell bout. Padal e vez berpet tu kavout, ma glaskamp mat, ur sklerijennig, pa vez du ha fall pep tra tro-dro dimp. Ha Yann-Klaod ar Ruyet n'eus choejet ar suhun 'mañ ur film,
hag a c'hell bout diaez. Ur mouezh dous, a zo un istoer a c'hoarvezh e Russia (19')
50 vloaz 'zo e yae 52 vartolod d'an anaon, asambles get ar lestr-spluj Minerve. Ar suhun paseet oa devezh koun unan ag peñseoù brasañ an arme gall. Den n'en eus ket gouezet jamez ar pezh a oa bet kaoz ar wallzarvoud. D'ar 27 a viz Genver 1968 neuze e oa ar Minerve oc'h ober ur bleustradeg war dal porzh Toulon. N'eo ket distroet biskoaz.
Korantin Wlagen 'n eus bet tremenet tri vloavezh war ar Minerve evit armiñ anezhi, etre 1961 ha 1964. Dont a ra en dro war e envorennoù deus ar gwallzarvoud. (27')
Tonioù Trips, d'ober anaoudegeh pe de adkavout ur c'hanour a Gebek, Jean-Leloup ! Ur gronikenn kinniget get Gael Le Du (40')
Tonioù:
- Clann Mhic tuairi, Dulaman
-Malted Milk, Human Wave
-