en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Derc'hen ha Fañch: 'vit stourm 'zo bet divountet panelloù hent gant Aïta!

Derc'hen ha Fañch: 'vit stourm 'zo bet divountet panelloù hent gant Aïta!

A hed ar fin ar sizhun o deus strolladoù Ai'ta divontet panneloù. En un dek lec'h bennaket e Breizh zo bet kaset d'an traoñ panneloù hentoù-tizh. Ar gevredigezh difenn plas ar brezhoneg er vuhez pemdeiziek a zo en em savet bremañ evit meur a abeg : Da lâret splann da gentañ ez int bet feuket gant aferioù Fañch ha Derc'hen. Da eil e gouez an darvoud p'emañ gouarnamant nevez Korsika o c'houlenn ofisielaat o yezh gant ar Stad gall. Ai'ta e-unan deus e du a c'houlenn a vefe kenofisiel brezhoneg gant galleg. Yves-Marie Derbre-Salaun a zo ezel deus ar strollad Ai'ta . Displegiñ a ra deus mikro Tunvezh Wloagen-Grandjean perag ez eo pouezus.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio