Adkempenn al lise: nebeut a dud o vanifestiñ 'ba Breizh
Dec'h 'oa manifestet gant un nebeut liseidi, studierien ha kelennerien 'zo a-enep da raktres adkempenn al lise hag ar mod da vezañ degermeret 'bar skol-veur. Ur raktres kinniget nevez 'zo gant ministr an deskadurezh: Jean-Michel Blanquer. 'Pezh 'fell dezhañ ober eo lakaat e plas ur sistem nevez 'ba lise 'vefe lodennet e c'hwec'hmiziad, danvezioù dibabet gant al liseidi gant ur sistem mineur ha majeur. Ur cheñchamant 'bar mod da aozañ ar vachelouriezh: lakaet 'vefe al liseidi da dremen pevar danvez da geñver an arnodennoù fin; an notennoù all 'vefe ar re 'zo paket 'kerzh ar bloavezh skol. An holl demoù 'mañ 'oa lakaet war wel 'vit beure 'ba Roazhon lec'h 'oa 500 a dud o vanifestiñ 400 'ba Gwened, 200 'ban Naoned ha 'ban Oriant pe c'hoazh 150 'ba Brest. Eno 'oa Yuna Roumier 'zo studierezh en eil bloavezh Douaroniezh o tibunañ war ar straedoù. Eviti eo da gentañ ar mod nevez da degemer ar studierien gant "Parcoursup" 'zo challus. Selaouomp 'nezhi diouzhtu.