"Ganedidezh" : un dibenn-sihun da c'hanin raktresoù.
Un dibenn-sihun da zioren raktresoù liammet get ar brezhoneg hag ar bugaleaj.
Setu pal an oberenn anvet « Ganedigezh ». Savet eo diàr youl meur a gevredigezh èl Babigoù Breizh, Diwskouarn ha Babigoù Bro Leon. Tro dro dezhe o deus sechet Produet e Breizh ha tier stummiñ e brezhoneg èl Stumdi, Mervent pe Roudour. Etre an 16 hag an 18 a viz Meurzh e vo savet devezhioù-labour neuze e Brest da lakaat an dud d'en em anavout, tud hag a zouga ur raktres ha tud prest da reiñ argant pe un taol sikour. Jocelyn Dequé a zo karget a ziorenn e Babigou Breizh. hiroc'h e lara deomp.