"Laeret vez al labourerien-douar gant ar stalioù braz"
Kendec'hel a ra al labourerien douar d'ober gwask evit bezañ klevet ha cheñch an doare ma vezont paet. Ar C'hoñfederasion Paizantel he deus desachet an evezh dezhi dec'h ivez d'he dro. Aet eo da welet prokulor lez-varn Kemper war-eeun evit goulenn keloù digantañ. E 2016 voe bet douget klemm gant sindikad Penn-ar-Bed enep da 6 laezherezh. Rebechiñ a reont d'ar c'hooperativoù hag embregerezhioù treusfeurmiñ al laezh da vezañ bet laeret argant digant al labourerien douar. Graet zo bet an aksion justis-mañ e meur a zepartamant gant sindikad al labourerien douar baizantel e gwirionez. E Penn-ar-Bed, bloaz hanter goude-se, ne oa ket aet an afer war-raog tamm tout ebet c'hoaz. Evit kaout titouroù ha lakat gwask war ar prokulor, eo aet ur strollad ar C'hoñfederasion dec'h da lez-varn Kemper.
Mikel ar C'hraz, oc'h en em staliañ evel produer laezh e Rieg a voe en o zouezh. Ober a ra deomp e ali war an abeg ma 'n eus ket bet graet war dro ar c'hlemm c'hoaz gant ar prokulor.
Diskinnig : Mikel ar C'hraz evit Konfederasion Paizantel Penn-ar-Bed.