Tiez retret: 1800 a dud war ar straedoù 'ba Kemper!
Erru eo skuizh an dud 'zoi o labourat 'ban tiez retret! Dec'h 'noant manifestet, ul lodenn anezho da nebeutañ, un tamm e pep lec'h 'ba Breizh hag e Bro-C'hall: 1800 'oant 'ba Kemper; 700 'ba Gwened pe c'hoazh 400 'ba Sant-Brieg. Ur galv 'oa a live Frañs ha lañset gant meur a sindikad: CFDT, CGT, FO, Unsa, CFTC, CFE ha Sud. Lakaet diaes int 'ba o labour ha war un dro eo annezidi ar stalioù Ehpad 'neunt da anduriñ an diouer a skoazellerezed, klanvdiourezed pe medisined. 700 ket a vanifestourien 'oa 'ba Gwened, 1800 'ba Kemper, 400 'ba Sant-Brieg ha meur a vodadeg 'zo bet dirak tiez ar re gozh 'zo. Start eo al labour avat! Selaouomp Edith, bet o vanifestiñ dec'h 'ba Kemper. Gant Tunvezh Wlegen-Grandjean.