en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Istor Keroc'h e brezhoneg war dabletennoù niverel

Istor Keroc'h e brezhoneg war dabletennoù niverel

E Kêroc'h, 'kichen Landreger e Bro Dreger, Ar Roc'h Derrien ma keret, zo graet gant teknologiezhioù nevez da reiñ istor ar gêr gozh da anaout. Savet zo un droiad vizitiñ en ur ober gant tabletennoù niverel. Ha se koulz evit ar re vras hag a re vunut. En teir yezh 'mañ ar benveg, galleg, saozneg ha brezhoneg, na petra 'ta! Gant ar gumun eo bet lañset ar raktres, harpet gant ar rannvro, ar gumuniezh kumunioù ha Ti ar Vro Treger Goueloù. Laurent Ar Gov eo prezidant Ti ar Vro, ha war ar marc'had eo kelenner war an istor deus e vicher. Un toullad displegadennoù gantañ war-lerc'h bezañ bet graet anaoudegezh gant ar benveg kaer-mañ. Ha da stagañ ganti, Nolwenn Korbell 'raok an atersadenn, o kontañ deomp deus istor Kêroc'h 'ta.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio