Kreiznoz Pondi : digor eo an hent.
Setu digoret an hent en tu doc'h ar c'hreiznoz a Bondi.
Gortaet braz e oa get annezidi ar c'humunioù lec'hiet doc'h an tu-se a Bondi èl Klegereg, ar Gemene, Silieg pe Segelian. Hag gortaet iwez get an dud a zo é chom e karterioù Treleau ha Stival e Pondi. Eno e tremena gozik 7200 oto pe karr-samm bemdez. Siouloc'h ha suroc'h e vo an daou garter-mañ hag aesoc'h e vo monet ha donet e tu ar c'hreiznoz neuze. Daou bont a zo bet savet, a-hus d'ar ganol hag a-hus d'ar Blanwezh, ha koustet en deus ar pennad-hent 19 milion a euroioù d'ar c'huzul-departamant. Hiziv neuze e oa bet igauret àr an ton braz get an dilennidi. Gouiamp pelloc'h get Serj Moelo, Maer Silieg ha bet kuzulier kanton Klegereg anezhoñ.