Liv an Amzer
Setu ar pezh e vo kavet en abadenn hiriv :
Job, hag ar c'honsekañchoù psikiatrek en arme, setu an daou tem brasañ a vo dielfennet get Daniel Carre ar suhun 'mañ, àr lec'h bout lennet 2 lizher get Jo Morvan. Ar benn man glin e skrivañ deoc'h, ur gronikenn kinniget de lakaat de vout klevet lizherioù Loeiz Herrieu. (6'30)
Mojennoù a bep-seurt a vez kontet diboe kantvedoù er vro. Ha de anveout an dud vunut, pe ar ramzed ez eus ivez doareoù disheñvel. Muioc'h a zisplegadennoù e kronikenn Serj Bozeg : Ar-dreñv ar gerioù. (26')
Ur gavadenn zibar a zo bet graet en Ardewen e miz mezhewen paset pa oa bet dijablet porzh ar person. 25 kaierad a baperioù skrivet e brezhoneg get daou veleg : an aotrou Mathurin Oliviero ganet e 1860 hag an aotrou Pierre-Marie Rival ganet e 1861. Fiziet eo bet an traoù get ti-kêr an Ardewen e Ti Douar Alre, dezhe da welet peseurt talvoudegezh oa d'ar skridoù-se. Hag ur pezh a drezol a zo bet kavet, talvoudus braz doc'h ma sell ar yezh, ar relijion hag ar fesonioù da veviñ en amzer-se da lâret eo penn diwezhañ an nandekvet kantvlead ha penn ketan an ugentvet kantvlead.
Un heuliad ag an eskemm get Daniel Carre ag Ti Douar Alre ez eus bet prientet, penn kentañ an atersadenn a zo de selaou e podkast Liv an Amzer dec'h, hag ar peurrest a vo embannet benn arc'hoazh ! Hiriv, klevamp penaos en doe Daniel Carre kontet de Yaelle ar Mouel peseurt tud e oe an aotroù Oliviero hag an aotroù Rival, ha penaos e veze graet an oferenn hag ar skol « speredel » gete. (Adal 36')
Tonioù:
- Wig a Wag, Anouk
- Brou Hamon Quimbert, Les garçons de Nivillac
- Sofi le hunsec, Kalon ur vamm