Bure : ur stourm all enep ur raktres ramzel
Ma vez klevet kalz komz deus stourm Itron-Varia-al-Lann en divioù-mañ, ha n'eo ket souezus, stourmoù all a-enep da raktresoù braz, a vez buheziek ivez. Ha dimerc'her da noz, e geje stourmerien ar reter gant stourmerien ar c'hornôg, e bro ar C'hab Sizun. Pevar den yaouank o stourmañ enep da boubelenn nukleel Bure (Meuse) a ra tro ar c'hornôg, da gelaouiñ war stad an traoù eno. Pedet e oant e Koñforzh gant ar gevredigezh « Memor Stourm Plougoñ », asambles gant « Bae Dz Environnement », « Mont Maez an Nukleel bro Gerne » (Sortir du Nucléaire), hag « Alerte à l'Ouest ».
Jean Moalig, prezidant kevredigezh Memor Stourm Plougoñ, a zispleg da Dunvezh Wlagen-Grandjean a enep peseurt raktres emañ ar stourm e Bure.