Avel Em fenn - Lun 5 a viz Here
Sebastien Guigner, kelenner war ar yoga, a ginnig kentelioù pe stajoù en brezhoneg e St Brieg pe e Gwengamp.. Aterset eo gant Benjamin Bouard,deus Radio Breizh.
Penn kentañ ar miz eo : Florent Grouin deus Brezhoweb a ginnig deiziataer miz Here ar chadenn internet.
Pennad kaoz ar sizhun : Paulette Budès, deus Mel-Karaez a zo aet d’an anaon e miz Eost tremenet. A-hed ar sizhun e vo enoret anezhi gant un atersadenn savet e 2023.
Keleier : Benjamin Bouard
Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy