Liv an Amzer
Setu ar pezh a vo klevet en abadenn :
Ag -men e ta ar gêr « karn » ? Setu ar respont e kronikenn Serj Bozeg, Ar-dreñv ar Gerioù ! (5')
Klevet e vo ivez Daniel Carre ha Jo Morvan e lenn ha dielfenniñ lizherioù Loeiz Herrieu (14')
Kenstroll Breizh, ur toullad tud bodet de lakaat àr wel ar brezhoneg e Skol-Veur Roehon 2 a zo youlek mat met diaesamantoù o deus de lakaat an traoù de vont àr-raok, aterset ez eus bet jean Brichet hag Azenor Kallag (29')
Taol-sell àr ar web : Kizidig eo ti-kêr Sant-Malou get ar loened, hag afer a vo ag amfibianed, get Meriadeg Valy (44')
Tonioù :
- Quitapenas, Ya Veran
- Yama Yama get Erwan (23')
- Frevo, Saudade
- The In-Crowd, Mango Walk
- Guichen Quartet, Ker an Dour/Jig my Pig