Liv an Amzer
Setu ar pezh a gaver en abadenn 'mañ :
Damp' Soñj, setu ur gronikenn nevez kaset a benn get Christophe Guilloux. Komz a ray ag politikereh, hag an traoù a lak anezhañ de vout sabatuet, kountant pe kounaret ! Ar suhun 'mañ en deus lakaet ar gomz à-ziar an dishingalded a vez kavet c'hoazh a fed c'hopr etre ar merc'hed hag a paotred. (30')
Toaz choko, un doare de zebriñ chokolat àr bara, graet genoc'h ! Displeget e vo penaos e c'heller gober get marie-Cécile Belz, aterset eo get Andrea Ar Gal evit ar gronikenn Keginerezh (14')
Spergula Avensis : pebezh anv skiantel. Anv ur blantenn, muioc'h a zisplegadennoù get Patrig Drean en e gronikenn Plantenn ha Plantenn, enrollet get Andrea ar Gal. (5')
Tonioù :
Altan, Ma Théann Tu 'un Aonaigh
Lena Chamamyan, Lamma bada Yatathanna
O' brother, I am a man of onstant sorrow
Hamon Martin Quintet, J'ai fait un rêve
Luge, Radio tigre
David Pasquet, Scottish Cesar
Ronan Le Bars Group, Marche ar raok mont da soudard