RAOK : ur gengevredigezh nevez e bro Garaez
War-dro da Garaez zo lañset ur gengevredigezh, kement ha mont war-raok gant al labour evit ar brezhoneg war bep tachenn, RAOK hec'h anv. Enni zo bodet meur a gevredigezh war-dro d'ar c'helenn pe d'an dudi e brezhoneg, met tud er vuhez ekonomikel ivez, stalioù hag all. 'Benn ar 27 a viz Genver 'vo emvod meur, gant ar soñj reiñ lañs da oberennoù fetis raktal. Tammoù displegadennoù gant Fulup Kere, deus emglev Bro Karaez. gant Tugdual Karluer.