Fimoù da vrudin ar Redadeg
Disadorn e oa troet ur filmig evit ober bruderezh d'ar Redadeg. 'Benn nevez-amzer 2018 e vo graet tro Breizh ur wezh c'hoaz en ur redek evit reiñ startijenn d'ar brezhoneg. Roet vez an darvoud-mañ da vezañ anavezet dre c'hras da glipoù. Ar videoioù-mañ a zo e brezhoneg, ha gwelloc'h c'hoaz, troet e brezhoneg, gant ar gevredigezh « Seveniñ ». Tunvezh Wlagen-Grandjean a oa aet da heuliañ ar prantad treiñ, e Molan e Penn-ar-Bed. Gwenael Oillo, sevener ar film, 'n eus respontet d'he goulennoù.