Fañch : Skoazell Vreizh bet kaset ul lizher da vinistrez ar Justis
Dav eo da Vinistrez ar Justis ouzhpennañ an « tilde » e listennad an arouezhioù ofisiel. Setu ar pezh a vez goulennet dre ul lizher bet kaset da Nicole Belloubet gant Skoazell Vreizh. Ar gevredigezh, o sikour familhoù ar stourmerien vreton, he deus kinniget he harp da hini ar Fañch bihan. E miz Gwengolo oa bet nac'het d'ar c'hrouadur, gant lez-varn Kemper, kaout e anv skrivet gant un « n » tilde. Charlie Grall, prezidant Skoazell Vreizh, a oa e Kemper dec'h ta noz evit embanniñ ar c'heloù. Padrig an Habask a oa eno ivez, ezel ar strollad lec'hel. An daou zen a zo deus mikro Tunvezh Wlagen-Grandjean.
Hag e c'hell pep hini, en eus ouzhpennet Charlie Grall, sikour familh Fañch en ur gas ur chekenn da Skoazell Vreizh, a selvijo da baeañ o alvokad, Gell a rec'h sikour ivez en ur vont da glask ha da zasparzhiñ traktoù e pep korn ar vro.