Gant 56% eus ar mouezhioù eo aet ar maout gant ar vroadelourien 'ba Korsika
Ar vroadelourien asambles gant an emrenerien 'neunt gounezet an dilennadegoù tiriadel 'ba Korsika disul tremenet. Muioc'h 'vit 56% eus ar mouezhioù 'zo aet gant listenn Simeoni ha Talamoni. Daou vlaz 'zo 'oant bet lakaet e penn an ensavadur lec'hel e Korsika. 'Benn 2018 'vefont penn un ensavadur nevez lec'h 'vo teuzet an departamantoù hag an ensavadur tiriadel 'oa betegen. Heuliet a-dost 'oa an dilennadegoù gant an emrenerien hag ar vroadelourien 'gaver war dachenn Republik Bro-C'hall, 'vel 'ba Breizh. Maksim Touze 'zo penn kevrenn ar re yaouank 'ban UDB. Displegañ 'ra deomp 'pezh 'neus lakaet an emrenerien ha broadelourien da c'hounit, hervezañ. Gant Erwan Blanchard.