Keleier 5:30 noz
@@@Yezhoù en arvar 'ba skol-veur Roazhon@@@
Gant al ///lezenn Pecresse/// war ar skolioù-meur eo arru stennoc'h ar c'helenn. Diwar abeg digreizenniñ e vez ret d'ar skolioù-meur o-unan degas arc'hant da aozañ o labour. Pezh eo e teu ar skolioù da vezañ embregerezhioù hag an danvezioù a vez gwelet nebeutoc'h a ezhommoù dezhe a vez lamet, simpl ha simpl. Ar studi yezhoù da skouer zo lakaet en arvar dre se, meur a hini zo aet 'maez ar skol-veur dija, 'benn miz Gwengolo e skol-veur Roazon 2 eo ar ///c'hembraeg na vo ket kelennet ken d'ar studierien war o bloavezh studi kentañ///. Herve Bihan eo rener kevrenn ar brezhoneg e ///Roazon 2///, muioc'h a displegadennoù gantañ. Gant ///Tugdual Karluer///.
@@@SICA Kastell: galv 'ra an enebourien@@@
Ar gevredigezh ///Kervorus-Vilargren/// 'zo a-enep d'ar fed 'vefe savet magazinoù bras mat gant ar ///SICA 'ba Kastell-Pol///, 'neus graet galv. N'emañ ket a-du gant pep tra 'ba diviz lez-varn melestradurel Roazhon 'oa kemeret e miz Ebrel: lakaat al labourioù da baouez met hep kemer e kont al lezenn war an aod. Galv 'neunt graet dirak lez-varn galv, just mat, ul lez-varn 'zo 'ba Naoned. Displegadennoù gant ///Bob Simon///. Ur pennad-kaoz gant ///Erwan Blanchard.///