en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

La Cantoche : ur bloaz a-raog mont kuit

La Cantoche : ur bloaz a-raog mont kuit

E Brest, ar restaorant kengred "La Cantoche" ranko mont kuit eus al lec'h lec'h m'emañ staliet daou vloaz 'zo. 'Ba penn uhelañ straed Jean-Jaurès 'noa kavet bod ar gevredigezh 'vit gellout reiñ an tu d'an dud 'zo paour debriñ ur pred mat 'ba ul lec'h dereat. Dizoloet 'oa un nebeut mizioù 'zo 'oa dirapar ar savadur. Labourioù bras 'zo d'ober 'vit ma c'hallfe ar restao kenderc'hel da vont en dro: dañjerus 'oa deuet da vezañ. Met perc'henn ar stal ne fell ket dezhañ kempenn e restaorant se 'zo gaozen da betra 'oa goulennet gant "La cantoche" mont kuit 'pezh 'oa nac'haet gant renerien ar gevredigezh. E penn kentañ ar sizhun eo aet a-du ar barner gant perc'henn ar restaorant peogwir emañ ar gevrad feurmiñ war an echu. Met roet 'neus, ar barner, ur bloavezh da dud a youl vat "La cantoche" a-benn kavout ul lec'h nevez. Surmat 'vo kaset ur galv ganto 'vit bout sikouret: evit paeañ frejoù alvokadez perc'henn ar stal (3600 euro) ha daou 'vo da guzul-merañ "La cantoche" paeañ daou vizvezh feurm 'nefent ket bet da baeañ hervez un emglev dre gomz gant ar pec'henn 'zo torret 'benn fin ar gont. Selaouomp displegadennoù Melanie Boulic 'zo ezelez eus "La cantoche", emañ ouzh mikro Erwan Vlanchard.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio