Plouzeniel : ur lid er vered get 6000 soudard alaman.
Ul lid 'vit derc'hel koun eus ar soudarded alaman 'zo marvet amañ 'ba Breizh e-kerzh en eil brezel 'vo dalc'het 'benn disul. Kement 'mañ 'vez aozet bep boaz gant ar gevredigezh Volksbund Deustche 'ba Plouzeniel, 'kichen Lesneven, lec'h 'ma 'zo 6000 soudard eus Alamagn douaret 'ba ur vered. Savet 'oa 'ba fin an eil brezel bed ha kempennet mat e-kerzh ar bloavezhioù 60. Gilbert an Droff 'zo o chom nepell eus ar vered 'noa gwelet al labourioù 'pa 'oa bihan ha kemer perzh 'raio 'ba lid 'benn disul. Displeget 'neus da Erwan Blanchard peseurt mod oa degemeret ar fed sevel ur vered alaman amañ.