en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

àr greskaat eh a ar stal Bébé au naturel e Krac'h e-tal an Alre.

àr greskaat eh a ar stal Bébé au naturel e Krac'h e-tal an Alre.

Savet eo bet an embregerezh-mañ e 2004 get Julie ha Christophe Wallyn. Ar pal eo kinnig produioù naturel hag ekologel evit ar bouponed hag ar merc'hed e toug. Bremañ ne vez ket gwerzhet kent meit dre ar rouedad internet gete. Ouzphenn pemp dregant ha tregont a gresk ag o sifr afer o deus bet e 2016. Get-se emañ bremañ 70 a dud é labourat du-se. Dober o doa a burevioù brasoc'h da zegemer an holl. Evit heuliañ spered an embregerezh o deus chwajet sevel ur savadur e koad, get danvel ekologel. Ur skwer evit ar re a-vicher ker e oa bet aozet ur vizitadenn ag ar chantier ar sihun dremenet da sellet a-dost doc'h ar savadur hag ar mod m'eo bet savet. Gouiamp pelloc'h get Nolwen Petitbon a laboura a-c'houde 10 vlez 'zo en ti.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio