Diouer a zour ha diouer a geot: kaset 'zo foenn da Ardeche
Re nebeut a zour zo bet evit ar bloaz. Ha dre se re nebeut a geot, hag a foenn da-heul, evit al labour-douar. Sur deoc'h n'eo ket e Breizh 'mañ ar gwashañ met en departamantoù zo e Frañs zo diouer a voued d'al loened dija. Dre se zo bet desidet gant darn harpañ ar re 'deus ar muiañ ar ezhomm. E Kreiz Breizh, e Tregorn, ur c'harter deus Groñvel, zo bet lañset gant CUMA Minez Du, un dastumadeg foenn da gas betek departamant an Ardèche. Muioc'h a displegadennoù gant Yann Ar C'Hras. Deus mikro Tudual Karluer.
Hag evit ar re a faot dê sikour, ar re o deus trawalc'h a foenn bepred, zo moaien da vont e darempred gant ar C'HUMA, dre ar prezidant, Morgan Ar C'hras:
06 50 46 50 23
Pe gant federasion ar C'HUMAioù:
AFD CUMA ILE ARMOR
02 96 79 22 77