Kreiz Mintin - Jean ar Go 02
Ar ribl ar vro pourlet a zo bet disavet Jean ar Go. Anavet mat vez an den-mañ geneoc’h dre ma oe bet klevet e vouezh ur wezh dija ba un abadenn Kreiz Mintin ar sizhun-mañ. Emañ e chom ba hanter noz bourc’h Langoned met e familh a za ag an abati. Ur c’hornad bro àr vordig an Ele etre Prizieg ha Langoned. Oet on da welet anehon eit kaojal un tammig ha heñ neus kemeret amzer eit displegin diñ un nebeudig a dra
Petra eo Kours Jean Go, er vicher Mestr skol
ar liammoù etre ar c’honje ba Skol ar barachutisted ha micher mestr skol eit bugale n’o deus ket bet chañs ba o buhez
an tier koed, ar filajoù, ha traoù a bep sort
Muzik :
Francine Perron - Boked Eured
Dañs ar Jaze - Kanac'h Laeron
Planchée - Zon Zon Zon
Fcuker - Homie don't shake
Un abadenn savet ha kanniget get Jañlug er Mouel.