au revoir là-haut
SIN-171110-AU REVOIR LÀ-HAUT.docx
AU REVOIR LÀ-HAUT
Ur film sevenet gant : Albert Dupontel (2017).
Gant : Albert Dupontel, Nahuel Perez Biscayart, Mélanie Thierry, Laurent Lafitte, Niels Arestrup (1e57).
Goude boud gwelet e film diwezhañ e ta soñj din en deus kavet Albert Dupontel e aval-orañj amañ : setu ur film hag a chomo evel ur bonn en e broduadurioù sur a-walc'h. Savet eo bet diwar romant Pierre Lemaitre, Au revoir là-haut (deroet ar priz Goñkour dezhañ evid-se e 2013). N'eo ket tre ar film evel ar pezh a gaver er levr, mez kenlabouret en deus Pierre Lemaitre gant Albert Dupontel evid peurlipad ar senario. Hag un taol ag ar re gàerrañ eo, a-dra-sur.
Kontañ a ra avañtur daou zen, an heni kentañ un treser donezonet-braz, hag an arall, Albert Maillard, ur c'hontaouer bihan, c'hoariet gant Albert Dupontel e-hunan. Graet o doa anavoudegezh e-pad ar brezel 14, e foñs ar c'hlazoù ha war an dachenn-emgann, hag int dindan urzhioù ur c'habiten tort e spered ha didruez-kàer (ur gwir salopri, un dra vrein, evel ma veze lâret), un den divalaw e peb sort keñver hag a gare ar brezel.
Krogiñ a ra ar film da zeiz an arsav-brezel, pa glask ar c'habiten-se tapoud un tamm plijadur c'hoazh dre astenn an emgannoù evitañ e-hunan, ha se dre gas e soudarded da voud lazhet pe gloazet. Setu penaoz e ta an treser d'e vro en-dro, distreset-braz e fas, hag oblijet da chomel astennet war e wele en ospitalioù, mizioù pad. Ne grede ket zokén en em ziskoueziñ d'e familh, hag en em lakaad a raas da gempenn maskoù evid gelloud en em brezantiñ dirag an dud.
Chomel a ra Albert Maillard gant e gomper maleuruz, é klask ober e seizh gwellañ evid aesaad buhez e baourkaezh kamarad en doa sovet e vuhez dezhañ dindan an obuzoù. Ha setu daet un ide dezhe evid bevañ en o aez goude o foanioù : gwerzhañ d'ar c'humunioù (mez war ar paper hebkén) monumantoù evid ar soudarded varw !
Diwar an danvez-se eh eus bet savet ur film barok, war-un-dro leun a fent ha skrijuz ha terrubl diwar-benn ar brezel ; diwar-benn ar re chomet mac'hagnet evid ar peurrest ag o buhezioù ; diwar-benn ar re n'o dez na truez nag istim evid ar soudarded chomet war an talbenn.
C'hoarzhed a ra an den dirag ar skenennoù drol a gaver e-barzh, gant an dialogoù saouruz ha dic'hortoz. Ouzhpenn ur wezh e ta soñj dimp a vBuster Keaton pa welomp Albert Dupontel, alias Albert Maillard, den mastorneg ha simpl, dreist-oll pa chom simudet ha bleup dirag an dud arall.
Setu ur film ouzhpenn war ar brezel 14, mez unan hag a ro da gompren, en tu arall ag ar fent, penaoz he doa dalc'het ar vuhez da voned goude pewar bloaziad braouac'h. Pa glask an dilennidi hag ar pennoù braz enoriñ ar re varw dre baeañ kér a-walc'h monumantoù braz da lakaad war blasenn o c'humunioù, e klask ar re a zo chomet béw treuzvevañ, rag dezhe ne vez ket kenniget kalz a dra.
Pinvidig eo ar film, kempleget an darempredoù etre an dud, beteg e diabarzh ar familhoù ; pe etre penn-braz ar c'horn-bro, an heni leun e sac'h a argant (c'hoariet ag an dibab gant Niels Arestrup), hag ar politiker sod, digapabl da weled pelloc'h eged penn e fri. Ne vez ket gweled kalz ar maouezi : petra 'faot deoc'h, ema ar brezel afer ar wazed, n'eo ket ? Mez ar pezh a chomo pell e spered an arvesterion marse zo pouez ar maskoù er film. Maskoù evid kuzhad ar pezh n'hell ket an den diskoueziñ anezhañ. Mez ive maskoù evid pellaad "ar faset torret" a-zoc'h an dud ordinel, c'hoant d'ar re-mañ ankouaad euzhted an emgannoù n'ho doa ket anavet nawazh. Taolit ar maskoù hag e vo gwelet vileni ar brezel.
Jean-Claude Le Ruyet.20171110b.237F.