Yezhoù ha Yec'hed
D'ar mare ma vez preget kalz deus louzoù chimik oc'h ampoezoniñ al labourerien douar, ha p'emañ 200 bro strollet e Bonn evit ar C'hOP 23 war an hin, e vez gwelet eo diaes cheñch an doareoù d'ober. Koulskoude, ouzhpenn an endro hag a zo distrujet, eo falloc'h fallañ yec'hed an dud gant ar gevredigezh a-vremañ. Saotradur an aer, pestisidoù er boued, chom difiñv en e vurev a-hed an deiz. P'eo deuet da vezañ dibosubl beviñ en un endro net, hag a-raog dont a-benn d'ober en ur mod-all, e dav kavout doareoù da veviñ hag a sikour chom yac'h. E St-Ervlan, el Liger Atlantel, e vez kinniget d'an dud gouiziegezhioù kozh meurbet gant ar pal lakat ar c'horf hag ar spered da vezañ yac'h. Arnaud-Jamal Abdul-Sater a zo kelenner er gevredigezh Yezhoù ha Yec'hed. Emañ gant Laetitia Fitamant deus Radio Kerne.
Un dra ispisial a zo gant e gentellioù : kinniget int e galleg mez ivez e brezhoneg. Implijet vez an disiplinoù korfel gantañ evit mont war raog gant ar yezhoù en ur implij gêrioù arbennig ar c'horf hag ar fiñvoù.