Festival levrioù Karaez: priz an danevell 'zo aet gant Herve ar Gall
Da-geñver Gouel al Levrioù e Breizh, dalc'het e Karaez un dek deiz zo evit an 28vet gwezh, 'oa bet roet meur a briz. Priz Langleiz, da Yulia Borisova evit he levr Spered lemm e ti-embann Al Lanv.
Priz Kêr Garaez, roet da vMarie Le Gall evit he rhoman Mon étrange sSur embannet gant Grasset.
Ha priz kêr Garaez evit an danevell e Brezhoneg. Hemañ diwezhañ 'oa bet roet da Herve Ar Gall, deus Groñvel e kreiz Breizh, evit e zanevell War an hentoù kinniget gant an ti-embann Al Liamm. Herve Ar Gall a lâr deomp deus petra zo kistion. Gant Tudual Karluer.