Muioc'h a gwirioù evit ar gopridi a labour en embregerezhioù bihan
Ar gopridi a labour en embregezhioù bihan o deus alies kalz nebeutoc'h a gwirioù eget ar re all. Hep sindikajoù war al lec'h-labour alies, hep dileuridi eus an implijidi, emaient o unan e-tal o fatroned.
Mont a raio un tamm war roak o gwirioù adaleg fin ar bloavezh 2012 pa o do kemeret perzh, evit ar wech kentañ, en dilennadegoù micherel. 4 million a gopridi a c'hello votiñ etre kreiz miz Du ha kreiz miz Kerzu ha mod-se kaout dileuridi. A-drugarez d'ul lezenn bet votet e 2008, a zispleg deomp André Le Gars, eus ar CFDT.