Merc'her Du ar c'hevredigezhioù e Douarnenez
Diaes tre eo lakaet bed ar sevenadur gant koll ar c'hevradoù sikouret CAE-CUI. Dimerc'her oa un devezh stourm war al live broadel, roet an anv « merc'her du » dezhañ gant bodadeg ar c'hevredigezhioù.
E Douarnenez o deus en em vodet evit dasparzhiñ traktoù da annezidi ar gêr. Graet e oa war don ar gouel evel boaz, ha sonerezh ar fañfar Kermarron. Ar pal a oa da gendrec'hiñ an dud. 2000 den o deus kollet o labour ar bloaz-mañ e Penn ar Bed. Ma vez kendalc'het e bolitikerezh gant ar gouarnamant, e vint 7000 ouzhpenn ar bloaz a zeu, ha 260 000 en holl e bro C'hall. Ur che~chamant krenn ha trumm, an o un efed war sevenadur ar vro. Gwenole Larvol, prezidant Emglev Bro Douarnenez, a zo deus mikro Tunvezh Wloagen-Grandjean