en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Digoret eo bet lec'h brasañ ar brezhoneg e Sant Ervlan digwener war an ton braz

Digoret eo bet lec'h brasañ ar brezhoneg e Sant Ervlan digwener war an ton braz

Un nebeut kevredigezhioù en liamm gant ar brezhoneg e bro Naoned en em vodet er memes lec'h evit bezañ kreñfaet an eil re gant ar re all. 'N eus skouer ebet all deus seurt kreizenn evit ar brezhoneg. Ul lid digerriñ a zo bet aozet dirgwener da noz, gant muioc'h eget 200 zen ha dilennidi rann-vro, departamant ha kumunioù. Disadorn oa un devezh dorioù digor gant atalieroù da lakat an dud d'ober anavdegezh gant al lec'h. Tangi Manac'h a zo prezidant Yezhoù ha Sevenadur, ar gevredigezh o verañ al lec'h. Pedet e oa en un abadenn gant Radio Kerne dilec'hiet e Sant Ervlan. Diskinnig : Tangi Manac'h a oa deus mikro Morgan Bramoulle ha Tunvezh Wloagen-Grandjean.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio