en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Referandom Katalunia

Referandom Katalunia

Dec'h 'oa referandom e Katalunia, da votiñ bezañ evit pe 'enep na vo dizalc'h ar vro deus stad Spagn. Difennet 'oa ar votadeg gant ar stad kreiz, met dalc'het gant gouarnamant Katalunia bepred. Ha dre se savet bec'h er vro, pa oa bet degaset ar Guardia Civil, polis ar stad, da harz ma vo dalc'het ar vouezhiadeg. Hag ar bolised da lakaat krog war ar boestoù-votiñ pe ar bilhedoù-mouezhiañ. Roet zo bet disoc'hoù ar votadeg a hed an noz gant gouarnamant Katalugna : 90 % deus an dud bet 'n em ziblaset evit votiñ o deus dibabet ober ur Republik dizalc'h deus o bro. Ma laket vefe bet 2 vilion 200 000 den bet bet da votiñ, da lâret eo 42,3 % deus an dud gouest d'en ober. Hervez al lezenn votet d'ar 6 a viz Gwengolo, n'o daou zevezh ar gouarnamant goude ar votadeg evit diskleriañ dizalc'h Katalugna deus bro Spagn. Ha deus tu Madrid, evit Mariano Rajoy, prezidant ar gouarnamant kreiz, n'eus ket bet deus referendum ebet dalc'het dec'h er vro. Kaset 'oa bet arsellerien deus un toullad a vroioù diavaez, kement ha sellet penaos 'troe ar votadeg. En o zouesk 'oa un nav breton bennaket. Selaouomp un tamm kont deus an devezh digant unan anê, Gael Roblin, e Barcelona. Gant TK

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio