Votin evit kanaouenn ar Redadeg 2018
Er mare-man eo e vez dav reiñ e ali war ganaouenn ofisiel ar Redadeg 2018. An dro Vreizh 'n ur redeg, aozet bep eil bloaz, a lido e zek vloaz gant ar c'houlzad-mañ. Gant ar pal kreñfaat ar stourm evit yezh ar brezhoneg, dalc'het vo benn miz mae kentañ, loc'hiñ a raio deus Kemper, evit erruout ur sizhunvez diwezhatoc'h e Plougerne. Deuet eo kanaouenn ar redadeg da vezañ bep bloaz ul lugan anavezet gant an holl. Ne chom ket kalz amzer mui evit ma c'hello pep hini dibap an hini a blij dezhañ pe dezhi ar muiañ ! M'o peus c'hoant dibap etre ar pemp ton, kit war lec'hienn internet ar redadeg : ar-redadeg.bzh
Katell Chantreau a zo ezel deus kevredigezh ar Redadeg.